13 novembre 2017 ~ 0 Commentaire

catalunya rennes (le peuple breton)

rennes

Un comité de soutien à la Catalogne créé à Rennes: Evit sikour Bro Katalunya!

Ur c’henstroll kengred gant Katalonia krouet e Roazon

En em gavet e oa tud e Roazhon d’ar Sadorn 11 a viz Du evit embann o c’hengred gant Katalaniz o stourm evit o gwir d’en emdermeniñ, hag evit goulenn groñs ma vo dieubet ar brizonidi bolitikel. Krouet ez eus bet ur c’henstroll e Breizh evit respont d’ar c’homzoù direizh a c’hall bezañ embannet er mediaoù gall diwar-benn Katalonia, hag evit kizidikaat tud ar vro.

Ma oa bet krouet ar c’henstroll gant Katalaniz o chom e Breizh e oa deuet ivez stourmerien vreizhat d’an emgav, izili eus an UDB en o zouez.

Lennet e oa bet un disklêriadenn e-lec’h ma kaved pevar goulenn groñs da gouarnamant Bro-Spagn (Demandes du Comité)

– Dieubiñ ar brizonidi bolitikel (Liberté des prisonniers politiques)

– Chom a-sav gant ar pennad 155 a null emrenerezh Katalonia evit ur prantad (Arrêt de l’article 155)

– Eskemm gant an dizalc’hourien evit kavout un emglev a zoujo ouzh an demokratelezh.(Pour un dialogue inclusif)

– Leuskel dilennadegoù an 21 da vezañ dalc’het en ur mod demokratel, gant eveshaerien etrebroadel, ha doujañ ouzh o disoc’h.(Surveillance des élections du 21 décembre)

Nil CAOUISSIN 12 novembre 2017

http://lepeuplebreton.bzh/

Lire aussi:

Catalogne : projet de République ou République imaginaire ? Ce qui s’est vraiment passé, trois dilemmes stratégiques (ESSF)

Catalogne : Au lendemain de la démonstration de force de la rue… (NPA)

 

Laisser un commentaire

Vous devez être Identifiez-vous poster un commentaire.

Rocutozig |
Tysniq |
Connorwyatt120 |
Unblog.fr | Créer un blog | Annuaire | Signaler un abus | Rafredipen
| Agirensemblespourpierrevert
| Buradownchin